Mitologiezh an Azteked

Maen an Heol pe kalander an Azteked zo un diverradur eus kosmogoniezh an Azteked (sal vec'hika Mirdi broadel antropologiezh Mec'hico).
Coyolxauhqui, doueez al Loar.

Mitologiezh an Azteked zo anezhi hollad ar gwengeloù e oa diazezet relijion an Azteked warne.

Kalz elfennoù boutin he deus gant mitologiezhioù all Mezoamerika met disheñvel eo dioute ivez abalamour d'al lec'h kentañ kemeret gant doue orin ar meuriad mec'hikat peurgetket, Huitzilopochtli, doue ar brezel hag an Heol[1]. Sellet a rae an Azteked oute o-unan evel e bobl dilennet, karget da genderc'hel kerzh an Heol ouzh e vagañ gant aberzhioù. Kreñvaet e oa bet ar santimant-se gant adreizhadenn sokial ha relijius Tlacaelel dindan ren an impalaerien Itzcoatl, Moktezuma Iañ hag Axayacatl e-kreiz ar XVvet kantved.

En tu all da azeulerezh an doue pennañ-se e kaver e mitologiezh an Azteked, evel en holl vitologiezhioù amerindian, ul liesdoueegezh diharz ha fonksionalist rik, da lâret eo, an doueed, gouestlet da genderc'hel ar bed, zo dezho pep a labour resis da harpañ an dud.

Er c'hontrol da relijionoù zo, n'eo ket diazezet mitologiezh an Azteked war gudenn ar baradoz hag an ifern pe hini ar mad hag an droug. Evel mitologiezhioù all Mezoamerika ez eo diazezet war un daouelezh hollvedel. Ar vuhez hag ar marv zo pep a bol en em gloka an eil egile kentoc'h evit traoù enebet an eil ouzh egile e buhez an dud hag e hini ar bed krouet.

  1. Hervez Codex Firenze

© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search